Skipailh

Kinnig

Alice

Renerez

Goude bezañ labouret en ospital Necker e Pariz, divizet em eus labourat er vagouri. Kroget em eus èl klañvdiourez “nij” er gevrenn, emdroet em eus àr ur bost labour renerezh. Ma studioù ha ma skiant-prenet a ro tu din da vezañ ” Référente Santé Accueil Inclusif”.

Kroget em eus da labourat er gevredigezh Babigoù Bro Roazhon e 2022 a-benn kompezañ get ma buhez prevez ha ma buhez micherel. Al lies-degemer Bisigoù a ro tu din da vezañ tost an dachenn hag er memes koulz lakaat e-pleustr raktresoù evit ar vugale, dizarbenn hag un ambroug personelaet kerent ar savadur.

Erell

Desaverez bugaligoù

Demat ! Erell Chauveau e ma anv, desaverez bugaligoù on. Erruet on er vagouri Bisigoù e miz eost 2022 evit ma stummadur ha degemeret on bet er skipailh èl den à vicher e miz eost 2023. Dre ma ‘z on bet e Diwan e-pad ma studioù, ur plijadur eo evidon labourat en ur vagouri lec’h ma c’hellan implij ar brezhoneg !

Gwendoline

Ambrouger desavadurel ar vugaligoù

Anvet on Gwendoline ha labourat a ran er vagouri Bisigoù abaoe miz ebrel 2023. Enframmet em eus ar skipailh rak dedennet e oan get an tu da zeskiñ ar brezhoneg ha da gomz anezhi d’ar vugale er vuhez pemdeziek. Plijet on get ma micher rak ambrougañ ar vugale, ober diouzh o vad hag o diorren a zo frouezhus evidon.

Maela

Skoazelourez bugaligoù

Maela on, skoazelourez bugaligoù abaoe miz mezheven 2022. Labourat a ran er vagouri abaoe miz Gwengolo 2021. Abaoe miz genver 2023, em eus ar mousc’hoarzh pa y an da labourat. An aergelc’h er skipailh a zo plijus. Bemdez, ar vugale a zegas soñj din pegement ar vicher-mañ a zo boemus ha burzhudus.

Marina

Gwamm

Demat, Marina on, ar gwamm nevez on er vagouri Bisigoù. Entannet get micher ar vugaligoù abaoe blezadoù, plijet on da labourat get ar vugale ha roiñ tu dezho tremen devezhioù fiskal geneomp ! Ma rol er savadur ? Kempenn ar salioù, al lienaj, aozadenn ar pred hag evel-just ar mareoù plijusañ evidon, tremen amzer get ar vugale.

Guillaume

Ambrouger desavadurel ar vugaligoù

Salud, Guillaume on ! Labourat a ran en endro ar vugaligoù abaoe 2023 ha divizet em eus labourat er vagouri Bisigoù e miz C’hwevrer 2025. Kroget em eus da gentañ evel un erlec’hier met ar vugale hag ar skipailh o deus roet c’hoant din chom hiroc’h. Laouen on da vont da labourat bemdez er vagouri evit rannañ mareoù burzhudus gant ar vugale.

Partenaires

Multi-accueil Bisigoù

81 boulevard Albert 1er
35200 Rennes
Tél : 02 99 53 56 22

Horaires d’ouverture

Du lundi au vendredi, de 7h30 à 18h30

Scroll to Top