Magouri kevredigezhel divyezhek brezhoneg

Ur vagouri vihan evit roiñ tu d’ar re vihan da zizoloiñ ar vuhez
strollet hag ar brezhoneg e Roazhon.

Piv emaomp

Kaset a-benn get ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon, ar vagouri Bisigoù a zo un ensavadur divyezhek a ginnig ur soubidigezh e brezhoneg, roiñ a ra tu d’ar vugale tennañ
splet eus madober an divyezhegezh.

Un ensavadur bihan eo a zegemer betek 16 bugel etre 2 viz hanter ha 4 bloaz, roiñ a ra tu d’ar re vihan dizoloiñ ar vuhez strollet dousikoc’h.

Degemer kinniget

Degemer reoliek

Ar goulennoù enskrivadur evit an degemer reoliek en em dremen get stignad ar gêr : l’étoile.

Degemer degouezhel

A-hed ar bloavezh, e tegemeromp ivez bugale d’un doare degouezhel. Darempredit geneomp war-eeun evit anavezout hon hegerzded.

Degemer mallus

An degemer a zo dreistordinal ha malus pa ezhommoù degemer ar familh n’int ket rik ha ne c’hellont ket bout rakwelet.

Hon hentenn

Kerent e-kreizh ar raktres

Mont en-dro ar vagouri en em ziazez war engouestl ar gerent a zo pedet d’en em engouestlañ er vuhez kevredigezhel ar raktres hag e-barzh aozadur pemdeziek an ensavadur.

> Kompren roll ar gerent

Ur soubidigezh e brezhoneg

Deskiñ ar brezhoneg a zo un atoud, ne vez ket lakaet en arvar deskiñ ar galleg met harpañ a
ra diorroadur barregezhioù speredel ar bugel.

> Anavezout ar gevredigezh Babigou Bro Roazhon

Ur skipalh a dud a vicher diplomet

Ur skipailh 6 den a vicher, holl diplomet endro ar vugaligoù a zegemer ac’hanoc’h eus al lun d’ar gwener. Liesseurted an diplomoù a lak war-wel ur c’hemer e karg hollek eus ho pugel.

> Dizoloiñ ar skipailh

Ur raktres pedagogel ha desavadurel sklaer

Ar vagouri Bisigoù en em harp diwar ur raktres pedagogel ha desavadurel a dermen ar pennaennoù diazez ha priorelezhioù ar savadur. Termeniñ a ra mont-en-dro fetis ar vagouri.

> Lenn ar raktres pedagogel ha desavadurel

Ur boued ha produioù yec’hederezh bio

Pourvezet e vez al lienoù hag ar pred get ar vagouri. Ar produioù boued, yec’hederezh ha kempenadur a zo
biologel ha choazet evit o berzh-mat.

Ur skoazell d’ar gerentelezh

Lakaet e vez e pleustr oberoù evit skoazellañ ar gerent : emvodoù hag atalieroù diwar-benn un tem, amzerioù treuzkas pemdeziek, raktresoù skoazell personelaet, enklaskoù laouenidigezh a ro tu d’ar familhoù da ginnig evezhiadennoù.

Kevelerien

Lies-degemer

81 boulouard Alberz 1añ
35200 Roazhon
02 99 53 56 22

Eurvezhioù digeriñ

eus al lun d’ar gwener, eus 7e30 da 6e30

Scroll to Top