Rol ar gerent

Ur vagouri buhezek hag arc'hwelet a-drugarez deoc’h, kerent !

Al lies-degemer Bisigoù a zo ur vagouri gevredigezhel, ar gerent a zo ar verourien. Evit mont
en-dro mat ar savadur eh eus ezhomm ur posterzh oberiant eus pep hini en un doare stroll
ha kengret.

Perzh e vuhez ar gevredigezh

Pep familh a vugale degemeret a zeu da vezañ ezel oberiant eus kevredigezh Babigoù Bro
Roazhon. Kemer a ra perzh e buhez ar gevredigezh hag ur vouezh he deus er vouezhiadeg.
Evel izili e rank ar gerent bezañ bout amañ en emvodoù a bep seurt a vez aozet :
Emvod-meur (ur wech ar bloaz), ar C’huzul-merañ (etre 4 ha 5 gwech ar bloaz), emvodoù
gouelioù (div wech ar bloaz). Ouzhpenn-se e rank ar gevredigezh dilenn ur bodad tri den
d’an nebeutañ evit ober war-dro merañ pemdeziek ar vagouri. Ret eo kemer perzh en
emvod-meur hag er c’huzulioù merañ dre ret.

An holl zivizoù a denn d’ar savadur a vez kemeret e-kerzh emvodoù kuzul-merañ ar
gevredigezh. Izili ar c’huzul merañ a zo kemererien divizoù ha gwarantourien an oberoù
lezennel hag ar garg implijer. Dre zileuriadur lezennel eo karget ar rener implijidi da gas da
benn an oberoù hag ar c’hargoù-se er vuhez pemdeziek.

Kemer perzh e buhez ar vagouri

Ouzhpenn kemer perzh e buhez ar gevredigezh e rank ar familhoù en em bostañ ivez e mont en-dro danvezel al lies degemer. Gallout a ra kemer stummoù disheñvel diouzh ezhommoù ar framm met ivez diouzh c’hoantoù ha barregezhioù pep hini.

Liorzh

Ur wech dre viz e vez kempennet al liorzh, troc’hañ ar geot, tennañ ar c’hreunennoù hag an dañjerioù all a c’haller kavout eno.

Troiad sevenadurel

Aozañ a reomp 2 bourmenadenn bep miz da nebeutañ ; unan el
levraoueg, unan er marc’had. Kemerit perzh evit kemer plijadur e-pad ur prantad ispisial gant
ho pugel hag ar skipailh.

Drive

Un drive a zo da gemer bet 3 sizhun e Super U Sarah Bernhardt ha da leuskel
anezhañ er vagouri. An urzhiad a zo kaset a-benn get ar renerezh.

Lasterezh

A-wechoù e c’houlennomp digant ur gerent a-youl vat tennañ ur paled, boestoù
ha dreist-holl podoù gwer kompot.

Kevelerien

Lies-degemer Bisigoù

81 boulouard Alberz 1añ
35200 Roazhon
Tél : 02 99 53 56 22

Eurvezhioù digeriñ

eus al lun d’ar gwener, eus 7e30 da 6e30

Scroll to Top