Enskrivadur

An holl c’houlennoù enskrivañ er vagouri a vez graet da Etoile, kreizenn kelaouiñ bugaligoù
e Roazhon.

Penaos enskrivañ ho pugel

Kelaouiñ ha skoazellañ a ra L’Etoile ar gerent e Roazhon en o c’hlask war un diwall evit o
bugel (0-3 bloaz). Setu ur servij kinniget gant Kêr Roazhon e kenlabour gant ar KGT
Il-ha-Gwilen.

Evit goulenn bezañ enskrivet ingal e kreizenn Bisigoù, kit e darempred gant l’Étoile :

L'Étoile - Centre info Petite Enfance
2 rue Jacques Gabriel
35000 Rennes

02 30 21 55 00

etoile-inscriptioncreche@ville-rennes.fr

Penaos e vez deroet ar plasoù ?

Kemeret eo an diviz gant ur bodad pennrennet gant an dilennad e karg ar
bugaligoù ha savet gant renerien magourioù ha dileuridi Kêr Roazhon hag Etoile.

Adwelet e vez an holl c’houlennoù. Kemer a ra ar bodad e kont an oad hag ar prantad
degemer c’hoantaet. Gwiriañ a ra e vo doujet ouzh ur c’hempouez a-du gant al liesseurted
sokial. Taolet e vez evezh dreist-holl :

● d’ar vugale nammet,
● d’ar familhoù skoazellet gant ar servijoù sokial,
● d’ar familhoù unkar,
● ganedigezhioù lies pe pa vez degemeret meur a vugel war un dro er vagouri ,
● d’ar gerent studierien,
● d’ar gerent nammet pe gant kleñvedoù hir,
● ouzh kenaoz ar familh,
● d’an degouezh labour

Emgav a ra ar bodad e miz mae evit divizout war ar c’hinnigoù eus eus miz gwengolo da miz
here, hag a-hed ar bloaz pa vo plasoù. Ma ne vez ket degemeret ho koulenn e c’hallit
he derc’hel.

Kevelerien

Lies-degemer Bisigoù

81 boulouard Alberz 1añ
35200 Roazhon
Tél : 02 99 53 56 22

Eurvezhioù digeriñ

eus al lun d’ar gwener, eus 7e30 da 6e30

Scroll to Top