Ar gevredigezh

Pal pennañ ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon a zo lakaat ar brezhoneg da vont war-raok dre raktresoù kreñv.

Evit skoazellañ ar vagouri Bisigoù e chom kempoell ar gevredigezh gant an talvoudoù a zo
ker dezhi :

  • ar brezhoneg : dre dud a vicher a zo brezhonegerien abaoe o bugaleaj pe stummet
    tamm-ha-tamm,
  • ar bio : lienennoù, boued, produioù kempennadur … Buhez pemdeziek ar vagouri a
    zo diazezet diwar implij produioù biologel,
  • an diorenn padus : dibab ar bourvezerien servijoù hag ar produioù nes, implij madoù
    eil dorn.

Mont a ra en-dro ar savadur dre an termenoù-mañ.

Ar gevredigezh a zo kenaozet get ur burev hag ur c’huzul merañ. An daou ensavadur-mañ a
zo kenaozet get kerent a zo izili eus ar gevredigezh, o deus neuze ur sell hag int divizourien
war kement tra a denn d’ar vagouri ha dre-se d’o bugale.

Kevelerien

Lies-degemer Bisigoù

81 boulouard Alberz 1añ
35200 Roazhon
Tél : 02 99 53 56 22

Eurvezhioù digeriñ

eus al lun d’ar gwener, eus 7e30 da 6e30

Scroll to Top